Ar Bobl a oa ur gazetenn sizhuniek e
brezhoneg hag e
galleg a veze embannet e
Karaez etre
1904 ha
1914.
Krouet e oa bet gant Frañsez Jaffrennou (Taldir) hag Alexandre Le Goaziou o doa savet un ti-moullañ, Moullerezh ar Bobl, e Karaez, e 1904. Eus ur familh moullerien e oa Alexandre Le Goaziou ha Taldir-Jaffrennou, eñ, a oa troet gant ar gwir hag al lennegezh. D’ar 24 a viz Gwengolo 1904 e teuas an niverenn gentañ er-maez.
Peder fajenn a oa er gazetenn ha skrivet e veze ar pennadoù, hanter-hanter, e brezhoneg hag e galleg. Danvez a bep seurt a oa e-barzh : politikerezh, keleier, kanaouennoù, bruderezh… Moullet e veze 4000 skouerenn eus Ar Bobl ingal ha da vare ar votadegoù e veze moullet betek 6000 skouerenn.
Dont a reas tud da reiñ sikour da Jaffrennou, tud evel Leon ar Berr (Abalor) pe Louis-Napoléon Le Roux (unan eus saverien Strollad Broadelour Breiz diwezhatoc'h), met Alexandre Le Goaziou, eñ, a adwerzhas e lodennoù da Jaffrennou ha mont a reas en-dro da Vontroulez da labourat e ti-moullañ e familh. Buan a-walc’h e sachas skipailh Ar Bobl trubuilhoù war e gein : taget e voe gant kazetennoù all ha gant politikourien eus ar vro, a gave abeg e mennozhioù breizhek Jaffrennou. Meur a wech e voe graet prosez d’Ar Bobl dirak al lezioù-barn ha kondaonet e voe da baeañ telloù-kastiz.
Gant Ar Bobl e veze aozet konkourioù e-touez ar skolidi da lakaat anezho da skrivañ brezhoneg : e 1911 e oa bet 154 skoliad o kemer perzh en ur genstrivadeg da dreiñ un destenn c'hallek e brezhoneg.
D'an 2 a viz Eost 1914 e teuas er-maez an niverenn diwezhañ eus Ar Bobl, e deroù ar Brezel-bed Kentañ.
(
muioc'h...)