Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

58 010 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Skrid-embann ar republik,
Pask 1916

Emsavadeg Pask (Éirí Amach na Cásca en iwerzhoneg hag Easter Rising e saozneg) a oa un emsavadeg a c'hoarvezas en Iwerzhon da vare Pask 1916.

Aozet e oa bet gant an emsaverien republikan da zistagañ o bro diouzh Bro-Saoz war-bouez an armoù pa oa Breizh-Veur oc'h en emgannañ war douar-bras Europa. O ger-stur e oa "Britain's difficulty is Ireland(s opportunity" ("diaesterioù Breizh-Veur zo ur chañs evit Iwerzhon"). An emsavadeg vrasañ e oa en Iwerzhon abaoe emsavadeg 1798. Padout a reas an emsavadeg, a oa aozet dreist-holl gant an Irish Republican Brotherhood, eus Lun Fask, ar 24 a viz Ebrel 1916 betek an 30 eus ar miz-se. Izili eus an Irish Volunteers, renet gant Pádraig Pearse, harpet gant an Irish Citizen Army renet gant James Connolly a lakaas o c'hrabanoù war savadurioù'zo e lec'hioù strategek e Dulenn hag a embannas krouidigezh Republik Iwerzhon, dizalc'h diouzh Bro-Saoz. Dister e voe taolioù an emsavadeg er peurrest eus ar vro ha c'hwitañ a rejont nemet en Ashbourne, e kontelezh Meath. Mouget e voe an emsavadeg goude c'hwec'h devezh emgann. Kaset e voe he fennoù dirak al lez-vrezel, barnet d'ar marv ha lazhet.

Nebeutoc'h evit tri bloaz goude avat, e miz Genver 1919, e oa dilennet an Dáil kentañ ha diazezet da vat Republik Iwerzhon gant ar stourmerien eus an emsavadeg hag a oa chomet bev.

muioc'h...

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 10 a viz Ebrel 2016 ha Keleier ar vro.

Imre Kertész



Keleier ar Wiki

* War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, hag emaomp bremañ en tu-hont da 57 000 pennad. Stabil e chom hor renk e-touez ar yezhoù all hag en 72vet renk emaomp e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar c'hirgizeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.

* E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 78vet plas [2], etre ar birmaneg hag ar c'hurdeg sorani. Ne labouromp ket a-walc'h war ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel tizh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 22 evit ar mare).

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus